Fulup
Sun Oct 22 2006, 12:37
Well, I'm working on the first Breton translation of Skype. Version 2.5.0.151 should be ready soon now.
Ma, tudoù, degemer mat amañ ! Evel am eus soñjet e oa poent bras da gaout Skype en hor yezh em eus divizet stagañ ganti. Peuzprest eo an droidigezh kentañ. O labouret emaon war an aozadenn 2.5.0.151 a zlefen bezañ gouest da gargañ amañ a-raok pell bremañ.
Fulup
Fulup
Sat Nov 4 2006, 17:38
Setu, lipet an traoù a-benn ar fin, prest da vezañ pellgarget gant neb a garo.
Fulup
Sat Nov 4 2006, 20:36
Ha bremañ da bellgargañ ar restr yezh evit ar beta evit 2.6.0.105
Plus the Breton language 2.6.0.105 beta version
Fulup
Sun Nov 12 2006, 19:30
Here is the translation file for the Beta 3.0.0.106
Setu aze restr treiñ ar Beta 3.0.0.106 da bellgargañ
Goude staliañ ar beta, digeriñ Skype, mont en ostilhoù, goulenn kargañ ar restr yezh.
[attachmentid=7082]
claudenadeau
Thu Dec 7 2006, 14:07
Gwellañ gourc'hemennoù Fulup!

Na pebezh labour!

Med... n'eus troidigezh ebet evit linennoù 1226 betek 2179...?
Fulup
Mon Dec 11 2006, 21:10
QUOTE(claudenadeau @ Thu Dec 7 2006, 14:07) [snapback]328317[/snapback]
Gwellañ gourc'hemennoù Fulup!

Na pebezh labour!

Med... n'eus troidigezh ebet evit linennoù 1226 betek 2179...?
Geo, met ret eo pellgargañ ar restr yezh a glot gant an aozadenn eus Skype zo bet pellgarget ganit.
Fulup
Sat Dec 30 2006, 19:48
Ha setu amañ an droidigezh da gargañ evit an aozadenn 3.0.0.190
Fulup
Sun Feb 11 2007, 19:29
Setu ar stumm 3.0.0.216 da bellgargañ. C'hwennet ar vioù-koukoug enni hag unvanet ar dermenadurezh.
Fulup
Sun Apr 8 2007, 19:27
Stumm 3.1.0.147
Fulup
Sat Apr 14 2007, 17:23
Setu aze ar stumm Beta 3.2. da bellgargañ. Adlennet eo bet an droidigezh anezhañ penn-da-benn (ouzhpenn 2800 neudennad treiñ bremañ), eeunaet ar yezh, c'hwennet kalz vioù-koukoug hag unvanet an dermenadurezh.
Fulup
Sat Oct 6 2007, 17:41
Gant kalz dale, setu aze ar stumm 3.2.0148 da bellgargañ[attachmentid=11271]
Fulup
Sun Oct 7 2007, 14:25
Ha setu ar stumm diwezhañ 3.5.0.239 troet ha reizhet.
dominiko
Sun Jul 5 2009, 18:24
Ha setu ar stumm diwezhañ 3.5.0.239 troet ha reizhet.
Pebezh labour! Trugarez Fulup. Barrek-kenañ oc'h.
Kavout am eus:
pellgomzadennn -> pellgomzadenn
pazennnoù -> pazennoù
--
http://dominiko.livejournal.com
claudenadeau
Thu Sep 24 2009, 21:38
petra zo d'ober evit implij ar troidigezh-man gant Skype 4.0?????
Fulup
Fri Sep 25 2009, 23:19
petra zo d'ober evit implij ar troidigezh-man gant Skype 4.0?????
Just a-walc'h emañ Thierry Fohanno, unan eus troourien an Ofis o paouez nevesaat an droidigezh. Aze emañ.
Fulup
claudenadeau
Fri Sep 25 2009, 23:25
WHAOU!!!!
med perak n'eo ket kinniget
gant ar program?...
Fulup
Tue Sep 29 2009, 11:39
Peogwir ne fell ket da diorroerien Skype enframmañ ar yezhoù bihan war-eeun (diouer a blas sañset). Digor int d'an troidigezhioù en holl yezhoù met ma ne ouzit ket pelec'h mont da glask, n'ho po ket...
Setu aze
Fulup
This is a "lo-fi" version of our main content. To view the full version with more information, formatting and images, please
click here.